Back

Explore every episode of the podcast Heklev Bugale

Dive into the complete episode list for Heklev Bugale. Each episode is cataloged with detailed descriptions, making it easy to find and explore specific topics. Keep track of all episodes from your favorite podcast and never miss a moment of insightful content.

Rows per page:

1–50 of 122

TitlePub. DateDuration
Sinet Marielle 5 : Va beaj gant Papi23 oct. 202600:04:51

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Marielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun.

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln 
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln 
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh22 oct. 202600:17:17

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan !

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln 
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln 
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ?21 oct. 202600:10:28

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Klask a ra Marielle divinout ‘pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan. Perak ‘ta eo bet skrivet dezhañ ? Perak ‘ta e vez skrivet lizhiri. Marielle, hi, a skriv alies d’he zad-kozh, Ifig. Gantañ he deus desket mont war velo.

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet20 oct. 202600:15:12

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un istorig, ur gudennig da zirouestlañ. Marielle a ziskouez he zeñzorioù d’ar vugale.

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan19 oct. 202600:11:46

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ». 

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk !16 oct. 202600:13:41

Un istor skrivet gant Marion Gwenn

Yang Yang,  Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi … Pegus a raio sotonioù … Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez … Plijout ‘rafe da Yang Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez … Ha ‘benn neuze ! Petra ober ?

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô Briant Gwen evit an awen 
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh

Ar re votoù tasmantet09 oct. 202600:19:08

Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou

Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer.

Skrivañ : Loeiza an Duigou
C’hoari : Maxime L’hostis
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale  e miz Even 2026,
Gant skoazell Rannvro Breizh.

Jaxx von Poullpri02 oct. 202600:13:24

Un istor skrivet gant Klet Beyer

Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez !

Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh

Er-maez ar bed o treiñ25 sept. 202600:17:54

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc

Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ?


Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh

Hanvezh ar bignerez18 sept. 202600:23:58

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir

Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour uhel deus Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er  gêr pa vez o mamm o labourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ eñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20vet estaj, penn uhelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hanvezh dibar. 

 

Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ar Robot Dizimplij11 sept. 202600:14:26

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal.

E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi…

Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de Souffle
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier 
Sikour war ar bezhoneg: Stefan Moal
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh.

Ur Sekred Mezhus04 sept. 202600:19:43

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn

Ne vez ket aes bemdez kaout kamaradezed sot gant Katy Perry nag un tad o selaou disehan deus ar c'hoarezed Goadeg… O vougañ 'mañ Marc'haid ! Ar sonerezh a blij dezhi a zo disheñvel mat… Ur sekred eo… Met, petra 'kano Marc'haid evit kenstrivadeg kanañ ar skolaj? An holl a seblant gouzout eviti!

Skrivet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Mayan hag ar c'hleuzioù03 juil. 202600:18:02

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir.

9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt... Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vugale sellet pizh deus outi a zeiz da zeiz. Mayan n’eo ket plijet tamm ebet gant an taol arnod-se.

Sonerezh : Perynn Bleunven 
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale, Kemper, e miz Mae 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh

E-kreiz an dachenn26 juin 202600:23:15

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Lukaz Nedeleg.

En ur vilajenn war ar maez ‘vez lusket buhez Titouan er memes mod atav. Ar velldroad hag ar skol ‘ra darn vrasañ eus e amzer. Bed ar baotred yaouank eo. Titouan, koulskoude, zo o cheñch tamm-ha-tamm. Un deiz e teuio unan bennak er skol da ober un dra dic’hortoz ha setu ar paotrig da sevel goulennoù outañ e-unan. Un danevell enkorfet gant an haroz e-unan-penn war ur sizhuniad dindan stumm un deiz-levr.

Sonerezh : Krismenn 
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c'hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, Kemper, e miz Ebrel 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh

Ken ar C'hraken hag an deñvalijenn19 juin 202600:16:54

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Morgane Cotten.

Ken ar C’hraken hag an Deñvalijenn a gont istor Ken, ur c’hrakenig hag en deus aon rak an deñvalijenn. Pa vez kollet e vignonez Lutig en donvorioù teñval e rank bezañ kalonek evit mont d’he c’havout. Dre e veaj e tesk kaout fiziañs ennañ e-unan hag e kav ur c’houlaouenn nevez ennañ. Istor ar vignoniezh, ar spi hag an trec’h war hon aonioù eo.

Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten
Sonerezh : Perynn Bleunven 
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale, e miz Mae 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh
 

Ur prof dic'hortoz12 juin 202600:12:58

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic.

Deiz-ha-bloaz Veig eo ha fellout a ra dezhañ kaout ur switch evit ober evel ar re all, met n’en do switch ebet siwazh. Trist eo Veig goude bezañ bet digoret e brofoù. Ur prof diwezhañ diwezhatoc’h a lako anezhañ da lammat gant levenez. Selaouit hag e klevfet peseurt prof en do.

Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari: Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophilie Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Troioù kaer Yang-Yang 09 : Deiz-ha-bloaz Yang Yang05 juin 202600:13:50

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen

Evit deiz-ha-bloaz hon harozig ‘zo bet prientet ur c’hoari klask war-lerc’h an teñzor … Plijadur a vo forzh pegement war hent teñzor ar c’hapiten Serpant Du ! 

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ :Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.

Lili Sukjai29 mai 202600:24:12

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maïwenn morvan

Gwelet a ra Lili unan bennak o skrapañ ur paotrig dirak he fri. Diouzhtu e klasko-hi saveteiñ anezhañ diwar skiant-prenet he zad, ur foeter-bro brudet anezhañ. Met dañjerus eo ar janglenn etre Bro-Dhailand ha Bro Birmani rak trafikourien a bep seurt hag un nebeud tasmantoù a gaver eno marteze a-walc’h ivez.

Skrivet ha c’hoariet gant Maïwenn Morvan
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Troioù kaer Yang-Yang 08 : Zing !22 mai 202600:14:44

Un istor ijinet gant Marion Gwen

Evit talañ ouzh al logod ‘zo bet prometet advabiñ ur bisig. Mont a ra Yang Yang gant e dad d’ober anaoudegezh gant kizhier nevez ganet… Met kejañ a raio ar paotrig-serpant gant ur plac’hig, Zing eo hec’h anv… Pegen brav eo-hi, fromoù nevez ‘zo o tiwan e kalon ar bugel, karantez a vefe graet eus se ?

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.

Eliot ouzh ar stur15 mai 202600:22:11

Eliot a zo ur paotrig ampechet hag a vag an huñvre da verdeiñ skoaz-ouzh-skoaz gant e haroz Surcouf. Dre zegouezh e tihun un deiz e bourzh an « Tasmant », lestr ar c'hourser mil anavezet. En e veaj e kompreno Eliot diwar e goust da biv e c'heller reiñ e fiziañs. 

Skrivet ha c’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Mersi da v/Billy
Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.

Troioù kaer Yang-Yang 07 : Enklaskour Yang Yang08 mai 202600:12:18

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen

El liorzh ez a ur bern traoù diwar-wel … Piz-bihan, framboez, pennoù-saladenn hag an avaloù zoken… Dispariset ! Un enklask ‘zo kaset a-benn gant Yang Yang ha Pegus ‘vit adkavout al laer… Chikouret ‘vint gant Derv, ar wezenn,  test eo dre ma vez atav er jardin… Meur a susped a zo, ar melc’hwed, al laboused, ha ma vefe Pegus an torfedour ‘benn ar fin !

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ar Plac'hig hag an Lanv01 mai 202600:15:38

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau

Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued hud” a zeuio a-benn da besketa ha da cheñch he sell war al lapous.

 

Skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ma c'horf din-me eo !17 avr. 202600:06:10

Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho !
« Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. »
Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha da ziwall anezho. Desket e vez eo dezhi pe dezhañ hag ez eus gwir da lavarout “KET” !

Ul levr gant Mai Lan Chapiron : https://www.timilenn.bzh/product/ma-chorf-din-me-eo-mai-lan-chapiron-breton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Liza Jakez-Vargas ha Brendan Guillouzic-Gouret
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

 

Ar Robot Kollet10 avr. 202600:08:52

E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet.

Ul levr gant Joe Todd-Stanton : https://www.timilenn.bzh/product/ar-robot-kollet-joe-todd-stanton-the-lost-robot
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

An Dreverz03 avr. 202600:12:29

« An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ »

Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken !
Ar vignoniezh etre Tommy ha Günter a ziskouez ur wech ouzhpenn pegen direzon eo ar brezelioù, ha reiñ a ra deomp da welout e c'hall kalz traoù c'hoarvezout diwar ur skleurenn a spi.

Ul levr gant Toni Galmés : https://www.timilenn.bzh/product/an-dreverz-toni-galmes
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Fañch Oger
C’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh gant Mael Guégo & Quentin Morvan
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas, Tifenn Merien
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

Ar Balum er goañv27 mars 202600:08:31

En hañv paseet, en doa saveteet Nolig ur balumig a oa bet taolet war an traezh. Bremañ p'emañ ar goañv o tostaat ez eus mall war Nolig da welout e vignon en-dro.
Sellet ouzh an dremmwel a ra Nolig e-pad pellik amzer. Gortoz a ra c'hoazh hag adarre. Hag ur gorventenn all a vo ezhomm da gaout evit bodañ an daou vignon en-dro ?

Ul levr gant Benji Davies : https://www.timilenn.bzh/product/ar-balum-er-goanv-benji-davies
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

Maiwenn ar sorserez vihan20 mars 202600:13:13

Un istor ijinet gant Emmanuel Roy

Ar sorserez vihan Maiwenn a resev keloù eus he c'henitervez Maite, euskaradez anezhi. Ezhomm he do sikour evit difenn he c'hêriadenn a-enep d'ar reuz a ra ti-savourien fallakr enni. Ha Maiwenn da nijal kuit kerkent war he balaenn-vrammoù hud, gant he mignon feal Bill ar C'hwil, da gavout Maite. Ha trec’h e vint war mekanikoù ar chanter ?

Skrivet ha sevenet gant Emmanuel Roy
C’hoariet gant Mai Lincoln
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Niklas ha trouz ar balum13 mars 202600:24:28

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau 

Niklas ne gouzañv ket ar sioulder. Evit chom hep en em santout goullo, eo boaz da gontañ fedoù skiantel ha da reizhañ ar re all, betek lakaat an holl da vezañ skuizh gantañ. Un nozvezh, ul labous liesliv a sko ouzh e brenestr da ginnig dezhañ un divinadell dic’hortoz.

Skrivet ha c’hoariet gant Ronan Favereau
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Mai Lincoln

Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ar Momi06 mars 202600:23:18

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Un ali evidoc’h-c’hwi mignoned : ma tremenit tostik d’ur momi, gwelloc’h deoc’h chom didrouz. N’ho peus ket c’hoant da c’houzout petra c’hoarvezo ma tihunit ar c’horf baomet-se goude 3000 bloaz oc’h hunvreal, p’eo sañset he c’housk bezañ peurbadel.

Skrivet gant Loeiza an Duigou 
C’hoari : Bleuenn Raynaudon-Kerzerho
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Mai Lincoln

Sikour war ar c’hoari ha seveniñ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Avañturioù Jaoua - Rann 227 févr. 202600:17:06

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan

Goude bezañ bet graet anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh keginer, er c’hoad burzhudus e-tal d’e di e tiviz Jaoua, ur paotrig kalonek, mont da welet anezhañ en dro. Met war an hent, e kejo gant unan bennak all : Huli, un aneval divoutin, etre ki ha louarn. Jaoua a zesko traoù diwar-benn buhez Huli ha dañjerioù ar C’hoad Kamm !

Skrivet ha c’hoariet gant Quentin Morvan
Sonerezh : Perynn Bleunven ha Quentin Morvan
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Dremmoù kuzhet Neyilazul20 févr. 202600:23:58

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec 

« An holl a gred eo memes liv ma c’hroc’hen evit hini ar re all. Ha ma ouifent ? » Setu ar pezh a soñj Neyilazul bep mintin o tihuniñ dindan gouloù tanv ar Steredenn Evoriella, abaoe ma ‘z eo erruet er vro nevez-mañ. Met donezonet eo. Gouzout a ra tresañ, livañ, ha leun a ijin a zo ganti. Ha dont a raio a-benn da doullañ he hent e-mesk ar vugale all ?

Skrivet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Mai Lincoln

Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Blev13 févr. 202600:15:27

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Gwir eo e vefe aesoc’h dezhi bezañ brav evel an delfin ha postek evel an olifant. Da nebeutañ e vefe dieub da ebatal en dour hag er fank. Chom war-evezh a-hed an deiz e plas c’hoari n’eo ket ur vuhez... Soñjal a ra dezho emaint o vont da lazhañ anezhi ? Blev ! Ne lezo ket he c’hroc’hen d’ar chaseourien.

Skrivet gant Loeiza an Duigou
C’hoariet gant Typhaine Corre
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari ha seveniñ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ar rozenn nemeti06 févr. 202600:15:44

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, awenet diwar un istor Yuzev.

Ar rouanez Saba a oa ken fur ken e veze klevet e oa ar vaouez furañ a oa dre ar Bed. E penn all ar Bed e oa ar roue Salomon, ur roue ken fur all ken e veze klevet e oa ar gwaz furañ a oa dre ar Bed. Un devezh e pedas ar Roue Salomon ar rouanez Saba d’un genstrivadeg evit gwelet peseurt hini a oa an hini furañ... 

Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault
Sonerezh : Maela Le Badezet
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari: Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Rouanez an Termited30 janv. 202600:18:44

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet  gant Manon Renault, diwar ur gontadenn hengounel a vro Senegal.

E savanenn Bro Senegal emañ Bisinti o klask peadra da zebriñ. An devezh ma kavas mangez saourus e yeas da brofañ anezho d’ar roue. Dirak ti ar Roue e klevas mouezh ur vaouez yaouank a brof ur favenn iskis dezhañ …

Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault
Sonerezh : Maela Le Badezet
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Mirdi ar familhoù23 janv. 202600:12:15

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf

Arzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed. 

Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Sonerezh : Perynn Bleunven hag Emezi
Sikour war ar skrivañ  hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic 
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Du 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh

Avañturioù Jaoua - Rann 116 janv. 202600:16:22

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan

Jaoua, ur paotrig kurius, az a da bourmen en ur c'hoad kevrinus evit adkavout e gi. Er c'hoad e ra anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh a gaoz hag a fard boued evit tout e vignoned anevaled. Asambles e fardont ur soubenn-hud ha Jaoua a zizolo ur bed souezhus ha marvailhus !

Skrivet ha c’hoariet gant Quentin Morvan
Sonerezh : Perynn Bleunven ha Quentin Morvan
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz DU 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

Ar wezenn derv09 janv. 202600:23:58

Ar wezenn derv

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella de Fontenelle

Awen 'zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen 'n eus ur vamm un tamm dreist-ordinal ivez. Profañ a ra da Awen un dra dibar evit he deiz-ha-bloaz: un deizlevr brav meurbet. Un deiz ez a Mammig diwar-wel. Penaos e raio Awen hepti  ?

Skrivet ha c’hoariet gant Manuella de Fontenelle
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari  : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Metig Jakez Vargas

Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, 
gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Lusia war rodoù02 janv. 202600:17:31

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf

Lusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. Diaesoc’h-diaesañ eo dezhi heulian lusk he c’hamaladed, betek an devezh ma krog da implij ur gador-ruilh.

Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln

Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Ha ma vefen bet ur boondaburra ?26 déc. 202500:22:14

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Maelc’hen Laviec

Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir...

Skrivet ha c’hoariet gant Maëlc’hen Laviec
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln

Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg19 déc. 202500:13:14

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

Dervezh an Nedeleg war ar blanedenn d.Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm.

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Guen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed12 déc. 202500:13:44

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Marion Gwenn

Komprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed !

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Tarzh an deiz05 déc. 202500:16:30

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Pa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ? 

Skrivet gant Loeiza an Duigou 
C’hoari : Maxime L’Hostis
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln

Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Giulio Raviolo28 nov. 202500:20:25

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Ur sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret.

Skrivet gant Loeiza an Duigou 
C’hoari : Florian Ebel
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Uhel en oabl21 nov. 202500:17:27

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Laors Skavenneg

Lili, ur wennel yaouank dileusket abalamour m’eo disheñvel anezhi, a zo o hunvreal gant ar frankiz, daoust d’ar goap ha d’an argas. Skoazellet gant Adan, an eostig, e kav enni an nerzh da zilentañ ha da reiñ awen d’al laboused-all.

Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg
Sonerezh : Perynn Bleunven ha Laors Skavenneg
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic - Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Muntr e Kerguzh14 nov. 202500:23:39

Muntr e Kerguzh
un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves

Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez. 

Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic- Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Un azen ’barzh an taksi07 nov. 202500:13:10

Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ?

Skrivet gant Paskal Hervio
C’hoari : Anna Duval- Guennoc ha Paskal Hervio
Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 

Un enezenn din ma-unan on-me03 oct. 202500:19:03

Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola Coic

Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi !

Skrivet ha c'hoariet gant: Gwenola Coic
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier 
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
 
Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.
 

Bizeost26 sept. 202500:19:50

Un istor ijinet gant Tangi Merien

Ganet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ.

Skrivet gant: Tangi Merien
C’hoariet gant: Yann Herle Gourves
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier 
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
 
Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.}}

Lomig an Heureuchin19 sept. 202500:15:00

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec 

Lomig a zo un eureuchin yaouank. Evit ar wech kentañ eus e vuhez ez aio da zañsal d’ur Fest-Noz fenoz ! Abaoe pell  emañ o c’hortoz an deiz-se ! Met paourkaezh Lomig, gant e bikoù ne c’hell ket dañsal gant ar re all. Eüruzamant e teuio e dud a-benn da frealziñ anezhañ, ha ma ne c’hell ket dañsal gant ar re all, e c’hello lakaat anezho da zañsal !

Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
}
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Meurzh 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

Divaskell Kastell-Brumenn12 sept. 202500:19:35

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou
 
E Kastell-Brumenn, ‘n eus ket a roue ken. Ne chom eus al lez nemet eskern ha ludu. Ar chaseour-erevent diwezhañ, un deskard yaouank, a lak en e soñj gwareziñ ar bobl diouzh an tagadennoù. Klask a ra kompren emzalc’h e enebour, hag a zalc’h rivinoù ar c’hastell bet distrujet gantañ.
 
Skrivet gant: Loeiza an Duigou
C’hoariet gant: Quentin Morvan 
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier 
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
 
Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.

© My Podcast Data · Independent project · Data from Apple & Spotify