Retour

Explorez tous les épisodes du podcast Soñjoù dishual

Plongez dans la liste complète des épisodes de Soñjoù dishual. Chaque épisode est catalogué accompagné de descriptions détaillées, ce qui facilite la recherche et l'exploration de sujets spécifiques. Suivez tous les épisodes de votre podcast préféré et ne manquez aucun contenu pertinent.

Rows per page:

1–4 of 4

TitreDateDurée
Skol ar Republik : deskiñ sentiñ ?17 Oct 202600:38:55

Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered ?

Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo ket muioc’h : stummañ sitoaianed sentus, skignañ ar vroadelouriezh Stad, ha disgwriziennañ ar minorelezhioù.

Gwelout a rimp penaos e vez kustumet ar vugale ouzh an aotrouniezh gant ar reolennoù hag an disiplin, penaos e servij ar skolioù da lakaat ar vugale da zeskiñ ar romant broadel ha penaos int bet implijet evit diskar yezhoù ha sevenadurioù ar minorelezhioù en ur vont a-wechoù betek ar c’henellazh (etnosid).

Gwelout a rimp, evit klozañ, e c’heller kinnig un doare all da gelenn, diazezet war an emrenerezh, al liesseurted sevenadurel, ar c'hrouusted hag an treuzkas a-blaen. Kement ha stummañ tud dishual…

Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud03 Oct 202600:32:25

Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se ? Abalamour ma n'eo ket diazezet ar fed da vezañ ur « vinorelezh » war niver an dud, met war an darempredoù galloud.

Er gronikenn-mañ e tizoloimp ar pezh a vez kuzhet gant ar ger-se hag ar pezh a vez lakaet da vezañ reizh, sañset. Ha komz a rimp eus ur mod all da welout an degouezhioù mestroniezh, gant ar prederour Antonio Gramsci.

Daoust ha disentus eo ar Vretoned ?19 Sep 202600:38:01

Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù — adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac — zo bet savet eus ar Vretoned skeudenn ur bobl emsaverien. Start da c’houarn hag aheurtet. Diazezet eo ar skeudenn-mañ war stourmoù hag a zo bet dioute da vat. Met an istor a ziskouez e c’hell ivez ar Vretoned plegañ dirak an aotrouniezh, pa vefe o tont eus an Iliz pe eus ar Stad. Neuze, daoust hag-eñ eo ken disentus-se ar Vretoned ? Kentoc'h arlivet e vo ar respont.

Perak « Soñjoù dishual » ?05 Sep 202600:16:37

Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas ? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a vloaz. Klask a rimp kompren ar pennholierezh (pe an hejemoni) — da lâret eo ar mod ma vezomp lakaet d’asantiñ bezañ renet ha mestroniet —, ober a rimp anaoudegezh gant stourmoù ar minorelezhioù broadel er bed a-bezh, hag ijinañ a rimp dibaboù demokratel gwirion. Ne vo nag ur brezegenn stourmer prest-ha-tout, nag ur gentel. Kentoc’h goulennoù, mennozhioù, hag ur preder da sevel a-stroll gant tout ar re a soñj gante ez eus un dra bennak da cheñch er bed-mañ.

© My Podcast Data · Projet indépendant · Données issues d'Apple & Spotify