Explorez tous les épisodes du podcast Heklev Bugale
| Titre | Date | Durée | |
|---|---|---|---|
| Sinet Marielle 5 : Va beaj gant Papi | 23 oct. 2026 | 00:04:51 | |
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Marielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 | |||
| Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh | 22 oct. 2026 | 00:17:17 | |
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan ! Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 | |||
| Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ? | 21 oct. 2026 | 00:10:28 | |
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Klask a ra Marielle divinout ‘pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan. Perak ‘ta eo bet skrivet dezhañ ? Perak ‘ta e vez skrivet lizhiri. Marielle, hi, a skriv alies d’he zad-kozh, Ifig. Gantañ he deus desket mont war velo. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 | |||
| Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet | 20 oct. 2026 | 00:15:12 | |
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un istorig, ur gudennig da zirouestlañ. Marielle a ziskouez he zeñzorioù d’ar vugale. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 | |||
| Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan | 19 oct. 2026 | 00:11:46 | |
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ». Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 | |||
| Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk ! | 16 oct. 2026 | 00:13:41 | |
Un istor skrivet gant Marion Gwenn Yang Yang, Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi … Pegus a raio sotonioù … Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez … Plijout ‘rafe da Yang Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez … Ha ‘benn neuze ! Petra ober ? Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen | |||
| Ar re votoù tasmantet | 09 oct. 2026 | 00:19:08 | |
Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer. Skrivañ : Loeiza an Duigou Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026, | |||
| Jaxx von Poullpri | 02 oct. 2026 | 00:13:24 | |
Un istor skrivet gant Klet Beyer Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez ! Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026 | |||
| Er-maez ar bed o treiñ | 25 sept. 2026 | 00:17:54 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ?
| |||
| Hanvezh ar bignerez | 18 sept. 2026 | 00:23:58 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour uhel deus Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er gêr pa vez o mamm o labourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ eñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20vet estaj, penn uhelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hanvezh dibar.
Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir | |||
| Ar Robot Dizimplij | 11 sept. 2026 | 00:14:26 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal. E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi… Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de Souffle | |||
| Ur Sekred Mezhus | 04 sept. 2026 | 00:19:43 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn Ne vez ket aes bemdez kaout kamaradezed sot gant Katy Perry nag un tad o selaou disehan deus ar c'hoarezed Goadeg… O vougañ 'mañ Marc'haid ! Ar sonerezh a blij dezhi a zo disheñvel mat… Ur sekred eo… Met, petra 'kano Marc'haid evit kenstrivadeg kanañ ar skolaj? An holl a seblant gouzout eviti! Skrivet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn | |||
| Mayan hag ar c'hleuzioù | 03 juil. 2026 | 00:18:02 | |
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir. 9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt... Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vugale sellet pizh deus outi a zeiz da zeiz. Mayan n’eo ket plijet tamm ebet gant an taol arnod-se. Sonerezh : Perynn Bleunven | |||
| E-kreiz an dachenn | 26 juin 2026 | 00:23:15 | |
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Lukaz Nedeleg. En ur vilajenn war ar maez ‘vez lusket buhez Titouan er memes mod atav. Ar velldroad hag ar skol ‘ra darn vrasañ eus e amzer. Bed ar baotred yaouank eo. Titouan, koulskoude, zo o cheñch tamm-ha-tamm. Un deiz e teuio unan bennak er skol da ober un dra dic’hortoz ha setu ar paotrig da sevel goulennoù outañ e-unan. Un danevell enkorfet gant an haroz e-unan-penn war ur sizhuniad dindan stumm un deiz-levr. Sonerezh : Krismenn Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
| |||
| Ken ar C'hraken hag an deñvalijenn | 19 juin 2026 | 00:16:54 | |
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Morgane Cotten. Ken ar C’hraken hag an Deñvalijenn a gont istor Ken, ur c’hrakenig hag en deus aon rak an deñvalijenn. Pa vez kollet e vignonez Lutig en donvorioù teñval e rank bezañ kalonek evit mont d’he c’havout. Dre e veaj e tesk kaout fiziañs ennañ e-unan hag e kav ur c’houlaouenn nevez ennañ. Istor ar vignoniezh, ar spi hag an trec’h war hon aonioù eo. Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten | |||
| Ur prof dic'hortoz | 12 juin 2026 | 00:12:58 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic. Deiz-ha-bloaz Veig eo ha fellout a ra dezhañ kaout ur switch evit ober evel ar re all, met n’en do switch ebet siwazh. Trist eo Veig goude bezañ bet digoret e brofoù. Ur prof diwezhañ diwezhatoc’h a lako anezhañ da lammat gant levenez. Selaouit hag e klevfet peseurt prof en do. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic | |||
| Troioù kaer Yang-Yang 09 : Deiz-ha-bloaz Yang Yang | 05 juin 2026 | 00:13:50 | |
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen Evit deiz-ha-bloaz hon harozig ‘zo bet prientet ur c’hoari klask war-lerc’h an teñzor … Plijadur a vo forzh pegement war hent teñzor ar c’hapiten Serpant Du ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen | |||
| Lili Sukjai | 29 mai 2026 | 00:24:12 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maïwenn morvan Gwelet a ra Lili unan bennak o skrapañ ur paotrig dirak he fri. Diouzhtu e klasko-hi saveteiñ anezhañ diwar skiant-prenet he zad, ur foeter-bro brudet anezhañ. Met dañjerus eo ar janglenn etre Bro-Dhailand ha Bro Birmani rak trafikourien a bep seurt hag un nebeud tasmantoù a gaver eno marteze a-walc’h ivez. Skrivet ha c’hoariet gant Maïwenn Morvan | |||
| Troioù kaer Yang-Yang 08 : Zing ! | 22 mai 2026 | 00:14:44 | |
Un istor ijinet gant Marion Gwen Evit talañ ouzh al logod ‘zo bet prometet advabiñ ur bisig. Mont a ra Yang Yang gant e dad d’ober anaoudegezh gant kizhier nevez ganet… Met kejañ a raio ar paotrig-serpant gant ur plac’hig, Zing eo hec’h anv… Pegen brav eo-hi, fromoù nevez ‘zo o tiwan e kalon ar bugel, karantez a vefe graet eus se ? Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen | |||
| Eliot ouzh ar stur | 15 mai 2026 | 00:22:11 | |
Eliot a zo ur paotrig ampechet hag a vag an huñvre da verdeiñ skoaz-ouzh-skoaz gant e haroz Surcouf. Dre zegouezh e tihun un deiz e bourzh an « Tasmant », lestr ar c'hourser mil anavezet. En e veaj e kompreno Eliot diwar e goust da biv e c'heller reiñ e fiziañs. Skrivet ha c’hoariet gant Tangi Merien | |||
| Troioù kaer Yang-Yang 07 : Enklaskour Yang Yang | 08 mai 2026 | 00:12:18 | |
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen El liorzh ez a ur bern traoù diwar-wel … Piz-bihan, framboez, pennoù-saladenn hag an avaloù zoken… Dispariset ! Un enklask ‘zo kaset a-benn gant Yang Yang ha Pegus ‘vit adkavout al laer… Chikouret ‘vint gant Derv, ar wezenn, test eo dre ma vez atav er jardin… Meur a susped a zo, ar melc’hwed, al laboused, ha ma vefe Pegus an torfedour ‘benn ar fin ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen | |||
| Ar Plac'hig hag an Lanv | 01 mai 2026 | 00:15:38 | |
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued hud” a zeuio a-benn da besketa ha da cheñch he sell war al lapous.
Skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau | |||
| Ma c'horf din-me eo ! | 17 avr. 2026 | 00:06:10 | |
Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho ! Ul levr gant Mai Lan Chapiron : https://www.timilenn.bzh/product/ma-chorf-din-me-eo-mai-lan-chapiron-breton
| |||
| Ar Robot Kollet | 10 avr. 2026 | 00:08:52 | |
E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet. Ul levr gant Joe Todd-Stanton : https://www.timilenn.bzh/product/ar-robot-kollet-joe-todd-stanton-the-lost-robot | |||
| An Dreverz | 03 avr. 2026 | 00:12:29 | |
« An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ » Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken ! Ul levr gant Toni Galmés : https://www.timilenn.bzh/product/an-dreverz-toni-galmes | |||
| Ar Balum er goañv | 27 mars 2026 | 00:08:31 | |
En hañv paseet, en doa saveteet Nolig ur balumig a oa bet taolet war an traezh. Bremañ p'emañ ar goañv o tostaat ez eus mall war Nolig da welout e vignon en-dro. Ul levr gant Benji Davies : https://www.timilenn.bzh/product/ar-balum-er-goanv-benji-davies | |||
| Maiwenn ar sorserez vihan | 20 mars 2026 | 00:13:13 | |
Un istor ijinet gant Emmanuel Roy Ar sorserez vihan Maiwenn a resev keloù eus he c'henitervez Maite, euskaradez anezhi. Ezhomm he do sikour evit difenn he c'hêriadenn a-enep d'ar reuz a ra ti-savourien fallakr enni. Ha Maiwenn da nijal kuit kerkent war he balaenn-vrammoù hud, gant he mignon feal Bill ar C'hwil, da gavout Maite. Ha trec’h e vint war mekanikoù ar chanter ? Skrivet ha sevenet gant Emmanuel Roy Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026, | |||
| Niklas ha trouz ar balum | 13 mars 2026 | 00:24:28 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Niklas ne gouzañv ket ar sioulder. Evit chom hep en em santout goullo, eo boaz da gontañ fedoù skiantel ha da reizhañ ar re all, betek lakaat an holl da vezañ skuizh gantañ. Un nozvezh, ul labous liesliv a sko ouzh e brenestr da ginnig dezhañ un divinadell dic’hortoz. Skrivet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, | |||
| Ar Momi | 06 mars 2026 | 00:23:18 | |
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Un ali evidoc’h-c’hwi mignoned : ma tremenit tostik d’ur momi, gwelloc’h deoc’h chom didrouz. N’ho peus ket c’hoant da c’houzout petra c’hoarvezo ma tihunit ar c’horf baomet-se goude 3000 bloaz oc’h hunvreal, p’eo sañset he c’housk bezañ peurbadel. Skrivet gant Loeiza an Duigou Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, | |||
| Avañturioù Jaoua - Rann 2 | 27 févr. 2026 | 00:17:06 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Goude bezañ bet graet anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh keginer, er c’hoad burzhudus e-tal d’e di e tiviz Jaoua, ur paotrig kalonek, mont da welet anezhañ en dro. Met war an hent, e kejo gant unan bennak all : Huli, un aneval divoutin, etre ki ha louarn. Jaoua a zesko traoù diwar-benn buhez Huli ha dañjerioù ar C’hoad Kamm ! Skrivet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, | |||
| Dremmoù kuzhet Neyilazul | 20 févr. 2026 | 00:23:58 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec « An holl a gred eo memes liv ma c’hroc’hen evit hini ar re all. Ha ma ouifent ? » Setu ar pezh a soñj Neyilazul bep mintin o tihuniñ dindan gouloù tanv ar Steredenn Evoriella, abaoe ma ‘z eo erruet er vro nevez-mañ. Met donezonet eo. Gouzout a ra tresañ, livañ, ha leun a ijin a zo ganti. Ha dont a raio a-benn da doullañ he hent e-mesk ar vugale all ? Skrivet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, | |||
| Blev | 13 févr. 2026 | 00:15:27 | |
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Gwir eo e vefe aesoc’h dezhi bezañ brav evel an delfin ha postek evel an olifant. Da nebeutañ e vefe dieub da ebatal en dour hag er fank. Chom war-evezh a-hed an deiz e plas c’hoari n’eo ket ur vuhez... Soñjal a ra dezho emaint o vont da lazhañ anezhi ? Blev ! Ne lezo ket he c’hroc’hen d’ar chaseourien. Skrivet gant Loeiza an Duigou Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, | |||
| Ar rozenn nemeti | 06 févr. 2026 | 00:15:44 | |
Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, awenet diwar un istor Yuzev. Ar rouanez Saba a oa ken fur ken e veze klevet e oa ar vaouez furañ a oa dre ar Bed. E penn all ar Bed e oa ar roue Salomon, ur roue ken fur all ken e veze klevet e oa ar gwaz furañ a oa dre ar Bed. Un devezh e pedas ar Roue Salomon ar rouanez Saba d’un genstrivadeg evit gwelet peseurt hini a oa an hini furañ... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, | |||
| Rouanez an Termited | 30 janv. 2026 | 00:18:44 | |
Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, diwar ur gontadenn hengounel a vro Senegal. E savanenn Bro Senegal emañ Bisinti o klask peadra da zebriñ. An devezh ma kavas mangez saourus e yeas da brofañ anezho d’ar roue. Dirak ti ar Roue e klevas mouezh ur vaouez yaouank a brof ur favenn iskis dezhañ … Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, | |||
| Mirdi ar familhoù | 23 janv. 2026 | 00:12:15 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Arzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed. Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Enrollet e studio Dizale e miz Du 2025, | |||
| Avañturioù Jaoua - Rann 1 | 16 janv. 2026 | 00:16:22 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Jaoua, ur paotrig kurius, az a da bourmen en ur c'hoad kevrinus evit adkavout e gi. Er c'hoad e ra anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh a gaoz hag a fard boued evit tout e vignoned anevaled. Asambles e fardont ur soubenn-hud ha Jaoua a zizolo ur bed souezhus ha marvailhus ! Skrivet ha c’hoariet gant Quentin Morvan Enrollet e Studio Dizale e miz DU 2025, | |||
| Ar wezenn derv | 09 janv. 2026 | 00:23:58 | |
Ar wezenn derv Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella de Fontenelle Awen 'zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen 'n eus ur vamm un tamm dreist-ordinal ivez. Profañ a ra da Awen un dra dibar evit he deiz-ha-bloaz: un deizlevr brav meurbet. Un deiz ez a Mammig diwar-wel. Penaos e raio Awen hepti ? Skrivet ha c’hoariet gant Manuella de Fontenelle Enrollet e Studio Dizale e miz Du 2025,
| |||
| Lusia war rodoù | 02 janv. 2026 | 00:17:31 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Lusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. Diaesoc’h-diaesañ eo dezhi heulian lusk he c’hamaladed, betek an devezh ma krog da implij ur gador-ruilh. Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Ha ma vefen bet ur boondaburra ? | 26 déc. 2025 | 00:22:14 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir... Skrivet ha c’hoariet gant Maëlc’hen Laviec Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg | 19 déc. 2025 | 00:13:14 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Dervezh an Nedeleg war ar blanedenn d.Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm. Skrivet ha c’hoariet gant Marion Guen Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed | 12 déc. 2025 | 00:13:44 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Komprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Tarzh an deiz | 05 déc. 2025 | 00:16:30 | |
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Pa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ? Skrivet gant Loeiza an Duigou Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Giulio Raviolo | 28 nov. 2025 | 00:20:25 | |
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Ur sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret. Skrivet gant Loeiza an Duigou Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Uhel en oabl | 21 nov. 2025 | 00:17:27 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Lili, ur wennel yaouank dileusket abalamour m’eo disheñvel anezhi, a zo o hunvreal gant ar frankiz, daoust d’ar goap ha d’an argas. Skoazellet gant Adan, an eostig, e kav enni an nerzh da zilentañ ha da reiñ awen d’al laboused-all. Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Muntr e Kerguzh | 14 nov. 2025 | 00:23:39 | |
Muntr e Kerguzh Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez. Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Un azen ’barzh an taksi | 07 nov. 2025 | 00:13:10 | |
Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ? Skrivet gant Paskal Hervio Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
| |||
| Un enezenn din ma-unan on-me | 03 oct. 2025 | 00:19:03 | |
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola Coic Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi ! Skrivet ha c'hoariet gant: Gwenola Coic | |||
| Bizeost | 26 sept. 2025 | 00:19:50 | |
Un istor ijinet gant Tangi Merien Ganet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ. Skrivet gant: Tangi Merien | |||
| Lomig an Heureuchin | 19 sept. 2025 | 00:15:00 | |
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Lomig a zo un eureuchin yaouank. Evit ar wech kentañ eus e vuhez ez aio da zañsal d’ur Fest-Noz fenoz ! Abaoe pell emañ o c’hortoz an deiz-se ! Met paourkaezh Lomig, gant e bikoù ne c’hell ket dañsal gant ar re all. Eüruzamant e teuio e dud a-benn da frealziñ anezhañ, ha ma ne c’hell ket dañsal gant ar re all, e c’hello lakaat anezho da zañsal ! Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Meurzh 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. | |||
| Divaskell Kastell-Brumenn | 12 sept. 2025 | 00:19:35 | |
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou | |||